Mont d’an endalc’had

Degemer

Eus Wikipedia

Donemat deocʼh er Wikipedia, an holloueziadur digor ha digoust, frank a wirioù ha liesyezhek, hag a cʼhall bezañ gwellaet gant an holl

90 003 fennad emeur o sevel bremañ e rann vrezhonek an holloueziadur.

Pennad ar miz

Red COVID-19 dre ar bed (30 Meurzh 2020)
  • ██  > 100 den klañv evit 100 000 annezad
  • ██  10–100 den klañv evit 100 000 annezad
  • ██  1–10 den klañv evit 100 000 annezad
  • ██  0.1–1 den klañv evit 100 000 annezad
  • ██  0.001–0.1 den klañv evit 100 000 annezad
  • ██  N'eus den klañv ebet disklêriet/N'eus den ebet
  • D'ar 1añ a viz Kerzu 2019 e stagas ur c'hleñved da redek e kêr Wuhan, e Republik Pobl Sina : ar c'hCOVID-19. Ur c'hurunviruz nevez, anvet SARS-CoV-2, a oa krog da redek dre Wuhan, kêr-benn proviñs Hubei. Meur a zen a oa bet tapet gant tanijenn skevent hep ma vefe sklaer eus pelec'h e teue ar c'hleñved. An holl pareoù implijet a oa chomet diefed. Buan a-walc'h e oa deuet war-wel e oa eus un eskemm den-den evel doare treuzkas. An niver a dud klañv a oa aet buan war gresk betek tizhout milieroù a dud e fin miz Genver 2020. Meur a vro a oa bet tapet gant ar c'hleñved ouzhpenn Sina, en Europa, Norzhamerika ha dreist-holl en Azia. Mare goradur ar c'hleñved (pa vezer kontamet betek ar c'hentañ azonoù) zo etre 2 ha 14 devezh. Gallout a ra un den klañv binimañ tud all pad ma vez klañv met ivez e-pad meur a zevezh ur wech pareet. An azonoù zo lies met an daou azon diazez eo an derzhienn uhel hag ur skuizhder bras. Goude-se e krog kudennoù gant ar reizhiad analañ, kudennoù gant al lounezh, ar reizhiad gwazhiadur. Gellout a reer mervel diwar ar c'hleñved.

    (muioc'h...)

    Keleier

    Un tamm sell war red an darvoudoù

    Doare ar 7 a viz Kerzu 2025 ha Keleier ar vro.

    Lando Norris e 2024.
    Lando Norris e 2024.

    Keleier ar Wiki

    • War gresk e talc’h ar Wikipedia brezhonek da vont, tamm-ha-tamm, ha tremen 90 000 pennad zo bremañ. Er 81 renk emaomp bremañ e-touez ar raktresoù Wikipedia [1] evit an niver a bennadoù, etre ar belaruseg hag ar malayalameg. Evit gouzout hiroc'h : An Deizlevr.
    • E renkadur an holloueziadurioù hervez danvez ar pennadoù emaomp en 84re plas [2], etre an mirandeg hag arabeg Egipt. Ne labouromp ket a-walc'h da wellaat ar pennadoù a zo bet boulc'het, hag un toullad pennadoù diazez a vank c’hoazh d’hor Wiki [3], evel nerzh pe hormon ha meur a hini all c'hoazh. Taolit ur sell ouzh roll ar pennadoù a ra diouer d’ar Wiki-mañ. Gallout a ra pep hini ac’hanomp klask sevel ar pennadoù a vank dimp. Mankout a ra dimp ivez pennadoù hir (n'hon eus nemet 224 evit ar mare).
    • Evit kaozeal diwar-benn kement tra a denn d'ar Wikipedia brezhonek, gouzout petra zo nevez, reiñ ho soñj, kit bep an amzer d'ober un dro betek Tavarn ar wikipedourien.
    • Taolit ur sell ouzh ar pennadoù nevez-voulc'het gant hor c'henlabourerien ha roit dorn d’o reizhañ, d’o gwellaat, d’o astenn, d’o fonnusaat. Gallout a ra neb a gar degas kemmoù d’ar pennadoù ma vank traoù enno, pe ma'z eus mankoù enno. Ma n’oc’h ket asur eus an doare da ober, sellit ouzh Skoazell:Penaos kemmañ ur bajenn, pe c’hoazh ouzh Wikipedia:Fazioù stankañ.
    • E-touez ar raktresoù kar da hini Wikipedia, emañ hini ar Wikimammenn, un dastumad levrioù brezhonek, kuit a wirioù, pe c’hoazh hini ar Wikeriadur. Kit da deurel ur sell outo !

    A bep seurt

    A bep seurt

    Fazioù zo marteze e pajennoù ar wikipedia. Amañ e vint renablet, e pajenn ar reizhadennoù da ober e-barzh yezh ar wikipedia

    Commons Commons
    Bank roadennoù liesvedia
    MediaWiki MediaWiki
    Diorren poelladoù
    Meta-Wiki Meta-Wiki
    Kenurzhiañ
    Wikilevrioù Wikilevrioù
    Levrioù ha testennoù frank
    Wikiroadennoù Wikiroadennoù
    Diaz anaoudegezh
    Wikikeloù Wikikeloù
    Keloù digor
    Wikipedia Wikipedia
    Holloueziadur
    Wikiarroud Wikiarroud
    Dastumad arroudennoù
    Wikimammenn Wikimammenn
    Al levraoueg dieub
    Wikispesad Wikispesad
    Roll ar spesadoù bev
    Wikiskolveur Wikiskolveur
    Binvioù frank evit deskiñ
    Wikeriadur Wikeriadur
    Geriadur & tezorus